Tous les ans en novembre la groupe AR VRO BAGAN vient nous présenter une pièce de théâtre en breton.
Cette année « AR BAGANIZ » (Les Païens)
E miz Eost 1681 e c’hoarvez an istor-mañ. En ur gêriadenn vihan eus ar vro Pagan, war bord ar mor. Nevez savet eo lezenn nevez Colbert : « Diwar-vremañ e vezo d’ar Roue kement tra ha kement den a vezo taolet gant ar mor war an aod ; ha difennet c’hwezhañ tan evit sachañ ar bagoù war ar reier. »
Mestr eo an ozac’h Sezni Falc’han war ar gêriadenn. Sentiñ a ra an holl outañ rak anaout a ra lezenn ar Mor, « al lezenn veur a ra d’ar Pagan kaout da bep poent e beadra. » Ur verc’h, Del, en deus Falc’han ; ur plac’h yaouank koant troet da hunvreal. Da vezañ dimezet gant Goulc’hen emañ-hi, ur paotr yaouank gros ha yud. Del ne gar ket anezhañ, kaout a ra dezhi e teuio ur priñs kaer e-bourzh ul lestr bras da c’houlenn anezhi da eureujiñ.
Ur vignonez he deus Del, Fant, ur baourez, kollet he skiant vat ganti abaoe an dervezh m’he doa kavet he muiañ-karet lazhet en aod. Gwall gaset eo Fant gant an dud, abalamour ma’z eo foll. C’hoant he deus kas Del d’he heul en he follentez.
Diouzh an noz, setu an avel o sevel, gwall-amzer a zo da gaout. Ul lestr saoz a zo o vont da goll war ar mor diroll. Setu ar Baganiz oc’h ober o labour, evit lakaat ar vag d’ober peñse. Ur martolod kernevat en deus gellet tec’het kuit dirak ar beñseerien ha dont da guzhat e ti Del.
AR BAGANIZ / LES PAÏENS
L’histoire se déroule en Août 1681, dans un village du Pays Pagan. Colbert vient de promulguer l’ordonnance de la Marine qui met sous la protection du roi navires et équipages échoués et punit sévèrement les naufrageurs. Le village est dirigé par Sezni Falc’han, sorte de patriarche respecté de tous car il connaît la Loi de la Mer, la seule qui compte pour les Païens. Sa fille Del, promise à Goulc’han, jeune homme brutal qu’elle n’aime pas, rêve d’un jeune prince qui viendrait à bord d’un navire pour l’épouser. Del n’a qu’une personne à qui se confier, Fant, une pauvresse qui a perdu la raison le jour où elle a trouvé son fiancé, naufragé, assassiné sur la grève.
Ce soir-là, la tempête fait rage…, un navire anglais approche, les Paganiz préparent le naufrage…
Retrouvez toute leur actualité sur leur site.